SKRITUR / ECRITURE | ||
---|---|---|
![]() E BZG MAR PLIJ (ABAOE 2012)Ar blog liammet get al lec'hienn eo. Penn-kentañ e oa implijet evit lakaat "Ar Skeudenn Fent", met bremañ vez kavet pennadoù fent a bep seurt, kronikennoù ha pennadoù sirriusoc'h ivez. | ![]() AN TUTOIOU (2014)Evit an eil blezad 'm eus kemeret perzh en abadenn "Keit d'ar FIL, FIL d'ar gêr", etre al lun hag ar gwener e Gouelioù Etrekeltieg an Oriant. Kronikour oen a hed an abadenn, ha dalc'het veze geniñ pe ur gronikenn fent (tutoioù dirollet er festival), pe ur gronikenn sirriusoc'h a-ziàr boued ar broioù keltieg (hervez an devezh). Skignet eo bet àr Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh ha Radio Kerne. Replay an abadennoù a zo àr lec'hienn radiobreizh ha tu zo selaou doc'h ar gronikennoù en o unan àr ma lec'hienn. | ![]() CHOM HEP GWELET, PEBEZH PEC'HED ! (2013)Ar blijadur 'm eus bet da sevel kronikennoù fent evit 5 abadenn radio aozet àr-eeun deus an Oriant e-pad prañtad ar festival etrekeltieg. Skignet int bet àr Radio Bro Gwened, Radio Kerne, Arvorig FM ha RKB. Klikit evit selaou endro ha gouzout hiroc'h. |
![]() KOFATA ! (2009-->2013)Kaniñ ha sevel pozioù (ur wech an amzer) a ran 'barzh ar strollad-mañ abaoe e grouadur e 2009. | ![]() AR SKEUDENN FENT (Abaoe 2012)Ur wech an amzer e lakañ enlinenn ur skeudenn fentus e brezhoneg, lies-mat liammet get an aktu e Breizh. Mes berr an amzer geniñ avit magiñ ar blog lies a walc'h.Je publie de temps en temps une image en breton en rapport avec l'actu sur ce blog. | ![]() SKRIVIT UR RANN DEUS KEN TUCH ! (2011)Evit trede koulzad ar sitcom milvrudet e brezhoneg, "Ken Tuch" ar chadenn brezhoweb.com en deus aozet ur genstrivadeg evit skrivañ ur rann deus an euliad. Dibabet on bet e mesk ar gounidourien, ha pedet war al lec'hienn, evit gwelet troiñ ma rann...Pour la troisième saison de la sitcom en breton "Ken Tuch", la chaîne Brezhoweb avait lancé un concours d'écriture de scénario. Le mien a été retenu et j'ai été invité sur le plateau pour voir le tournage de mon épisode... |
"C'HOARIVA" / THEATRE | ||
![]() War riblennoù gwazh an Intel get Patrig Drean (2011)Kemeret 'm eus perzh àr un dro get Glenn (uilleann pipe) doc'h troiñ ur reportaj evit Frañs 3, aozet get Erik Gudenkauf. J'ai participé pendant l'été au tournage d'un reportage pour France 3 réalisé par Erik Gudenkauf. | ![]() Ar Roue ubu (2011) C'hoariet genin roll ar Roue Ubu e-barzh ur filmig savet e klas termen get al lise Jean-Macé ! J'ai joué le rôle du roi "Ubu" dans une scène made in lise Jean-Macé =) | ![]() N'eo ket aes bout yaouank... (2010)Ur filmig savet gant liseidi divyezh Jean-Macé e 2010. Un court-métrage rélisé par les lycéens divyezh de Jean-Macé en 2010. |
Amañ 'm oc'h erruet àr àr footeur. Ar footeur ne servij da tra bet, ha ne servijo morse. Mes plijout a ra da dud speredek anvet "Webmasteur" lakaat ur bern traoù e-barzh. Ur seurt "caverne d'Ali Baba" eo evit lâret gwir. Pa teuer war ul lec'hienn a blij deoc'h ha ne ket hizivekaet e furchit un tamm e pep lec'h e ken kaz e vehe un dra bennak nevez en un toull, hag e tizoloer ar pennad-mañ. Kon eo, neketa ?
(c) 2012 roderic.h - Pep gwir miret strizh (haha)